Breizhoneg

Meizad an Tiny house.

Ganet eo ar mennozh er Stadoù-Unanet diwar awen Jay Shafer e penn-kentañ ar bloavezhioù 2000. An « tiny houses» (« tiez bihan bihan » e saozneg) zo tiez koad bihan leun a zudi, staliet war ur ramok peurvuiañ. Tu zo da zilec’hiañ anezho neuze war-bouez ur c’harbed-tan ha da staliañ anezho war n’eus forzh peseurt tachenn … evel ur garavanenn bennak. Netra nevezus-mik er meizad dispar-mañ n’eo ken ur meskaj soutil etre fiñvusted ar c’haravanennoù, faltazi ha dudi al lochennoù hag ar roulotennoù, aezamant ha padusted an tiez.

Ar seurt annez, skañv hag e penn a-raok e amzer, a zo ur respont dreist da zalc’hoù stank a vremañ evel ar fiñvusted a-fet micher, priz an tachennoù, an doujañs ouzh hon endro, ar c’hoant da vevañ en ur mod all…eeunoc’h…

Savet e vez an Ty Rodoù gant ur youl ekonomikel hag ekologel kempoell, gant dafaroù bihan o energiezh c’hris, deuet diwar filierennoù ar vro kement ha ma c’heller. Diouzh un tu all, skogañ a ra louc’had ekologel un annez end-eeun war an ekoreizhiad. Pa sav un tiny house eus an douar ne vez ket mui kemmet gantañ e endro tost ha ne chom roud ebet war e lerc’h. Erfin, dre berzh e ec’honenn vihan (tro-dro da 40 m3) a-gevret gant un empentiñ bevhinadel e vez dispignet nebeut-tre a energiezh gant ur seurt annez hag a zo aes da vevañ ennañ emren.

Gant adtresañ gorre hon annezoù, o tibab mont d’ar pep retañ, e c’hellomp stagañ gant un argerzh treuzkemm ha degas a ra deomp ur frankiz splann, kresket gant fiñvusted an tiny houses. N’eo ket ret ken dibab etre aezamant ha frankiz.

Ur gwir lec’h krouiñ eo seurt annez. Gant redioù an hentoù ez eus termenet un ec’honenn ha ni a ra anezhi ul lec’h m’eo frank an awen ennañ. Dre se, dre oc’h empentiñ, oc’h ec’honenn hag o c’hened e klot an Ty rodoù ouzh an dud a zo o chom enno. Diziwezh eo an doareoù da implijout anezho.

Ne zepant ket al louc’had ekologel eus an dafarioù implijet hepken. A-bouez-bras eo emzalc’hioù an dud en hor youl treuzkemm. Hollbouezus eo, anat eo, priziañ a-nevez hon ezhommoù ha gant-se hor bevezerezh. Seul vrasoc’h gorread hol lec’hioù buhez, seul vuioc’h omp techet da leuniañ ar goullo diratozh. Diwar ar gorread e teu ar berniañ. Ar berniañ a ro nerzh d’ hon doare bevañ diazezet war ar beveziñ.

Un tiny house ya, met ouzhpenn evit bezañ o chom ennañ…
Gellout a ra un tiny house mont d’ober un annez pennañ pe un eil annez, un astenn, ur bod-arsav, ur savadur micher evel ur burev pe ur stal genwerzh-red, ur foodtruck, un annez difrae, ul leurenn heloc’h,…

Un nebeud traoù fetis.

Ar redi frammadurel pennañ a dalv evit an Tiny houses eo ar gobari-hent. Lakaet e vez an tiny house war ur ramok daou ahel ha stlejet e vez war-bouez ur c’harbed-tan. Evel-se emañ etre ar garavanenn hag an ti.

An tiny house e sifroù :

  • Pouez hollek e karg : 3,5 t
  • Hirder : etre 4 ha 8 m
  • Ledander brasañ : 2,55 m
  • Uhelder brasañ : 4,10 m

An dezougen

An aotre-bleinañ BE (meneg ramok an aotre-bleinañ B) a zo ret evit stlejañ un Tiny. Tri devezh stummañ a zo da wiriekaat gant un arnodenn dibenn enni un amprouenn deorikel, un amprouenn bleustrek war leurenn hag un ambrouenn wiriañ war an hent.
Diouzh un tu all eo ret ne z’afe ket sammad pouez gwirion ar c’harbed stlejet ha hini ar c’harbed stlejer en tu all d’ ar pouez hollek aotreet war an hent evit ar c’harbed stlejer. Mat eo neuze implijout ur c’harbed stlejer gant ur pouez hollek aotreet e karg dereat, doare stroborell, 4×4 (karbed gant trawalc’h a c’halloudezh hag a nerzh treiñ ar c’heflusker).

Piv Omp ?

Avantur an dud eo Ty Rodoù da gentañ penn, luskedet gant ur pal boutin, reiñ ster d’an dazont. Hiziv an deiz omp pevar c’homper ekologour sot gant labour ar c’hoad : Stéphane, Matthieu, Tanguy ha Suzanne.
C’hoant hon eus en em zizober eus sternioù an annezoù kustum, krouiñ an dibarded e lec’h ma c’heller gant un den, ur c’houblad, ur familh, ur strollad, ur stroll, danvez annezad pe implijer al lec’h espar-se a vo dezhañ e-unan.
Deuit d’hor gwelet en hor stal-labour e Landelo.

Menu